kompagnunezh Safar

amañ ha bremañ

Ar gompanunezh Safar ‘zo bet fardet e-giz ur spas krouiñ evit an arvestoù war al leurenn, met ivez evit abadennoù in situ, lennadennoù, sonadegoù ha darvoudoù lennegel liammet gant spered ar gompagnunezh.

C’hoant bras ‘oa ennomp ijinañ ur strollad arzel evit en em vodañ, diskutiñ, furchal, ha kement-se en deus broudet ac’hanomp da sevel Safar. Setu ganet Safar, ul lec’h evit krouiñ/krediñ/kreskiñ asambles, evit kaout tro da vezañ fromet ha da glask sevel un dra bennak ster ennañ, hon doare deomp-ni da vont dreist, da alaniñ, da c’hweziñ, da gemer perzh evit na yafe ket pep tra war washaat. Safar eo ar chanter digor a denn ouzhomp, hon tour Babel war ziskenn, al lec’h arouezel ma grouomp ennañ tout pezh a rank bezañ lâret ha leurennet. Devet eo hor muzelloù gant tan an istorioù. Fell a ra krenn deomp lakaat an nerzh birvidik-se da dremen dre ar poz hag ar fiñv.

Safar ‘zo ivez, sur a-walc’h, deroù ur veaj grouiñ. E-kerzh ar veaj-se ‘vo troioù da zeskiñ ha da vezañ treboulet an eil re gant ar re all. Evel just e wiadimp liammoù nevez gant arzourien.ezed a zoug enno un tamm deus du-mañ ha du-hont. Safar ‘zo ivez un digarez da vont tostoc’h ha pelloc’h… en ul lec’hiañ war ar gartenn-douaroniezh, met ivez war hini hon huñvreoù, ur spas ‘zo deomp-ni milbouezhus : an arzoù dirak an dud.

linenn-stur ar gompagnunezh

Logo de la compagnie de spectacle vivant Safar
SAFAR, m. -ioù, -où
(1) Vacarme, paroles bruyantes.

SAFARAT, v.
(1) Faire du bruit, tonitruer.
(2) par ext. Parler
(3) Parler (une langue)

Zafar, e spagnoleg, a dalv « en em zizober deus un darvoud diaes », hag « ar veaj » en arabeg. Gant-se e vez maget linenn-stur ar gompagnunezh, a glask toullañ he hent dre gejadenn arzoù an teatr hag ar c’hontañ. Ar stummoù arzel kinniget a zeu diouzh al leitmotiv-mañ : rannañ bedoù ha danevelloù e pep lec’h, atav, a-benn ma vefent dizistruj.

Sevel a ra Safar arvestoù hag a vev, a gemm hag a c’hwezh e-giz korfoù bev, arvestoù hag a lâr, adlâr ha dislâr. Meur a yezh ‘zo d’ar gompagnunezh rak embann a reomp omp-ni liesyezhek. Kemer a reomp harp war hor yezhoù, ar brezhoneg en o mesk, evit reiñ lañs ha lusk d’hor c’hoñchennoù. A-bell pe a-dost e fell d’ar strollad Safar fardañ ur veaj faltazi hollek, skoulmet dre ar c’hoari, al liesseurted hag an darempred gant an dud.


Ar gompagnunezh Safar zo ezel eus ar gengevredigezh C’hoariva, a vod ar strolladoù teatr a ra gant ar brezhoneg.

Photos : Teatro Biobío, Frédéric Harnois